Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Ar run-heol.djvu/6

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

hag amañ, evel e lec’h all, ez eo kollet ar c’hiz. Nemet evit ar verc’h an hini eo…

Evit ar verc’h azezet e-tal an tan…

Rivanon a droas e selloù ouzh he zu. Kerkent avat, ar plac’h yaouank he daoulagad paret warnañ abaoe ma oa deut en ti, a zistroas he fenn hag a sellas ouzh ar flammoù a c’hoarie dindan ar pilligoù etre ar skiriennoù kistin o strakal.

Alvaonet e chomas… Gwelet en doa er c’hêrioù bras merc’hed kaer, merc’hed kenedus ; biskoazh avat ne gavas par da gened ar bennhêrez. Ne oa ket evit distagañ he daoulagad diwarni, ma voe ret da vestrez an ti lavarout dezhañ : sachit war ar c’hrampouezh ; ha d’an ozhac’h : ne ziskenn ket ar sistr ?

Rivanon a oa aet kuit e naon. Ar verc’h ne rae ivez nemet pismigañ gant he bizied gwenn ar grampouezhenn ledet dezhi war he barlenn.

— Levenez ne zebro ket adarre, eme ar vamm en ur huanadiñ. Petra ’vo aozet dezhi ’benn ar fin ? Netra ne blij dezhi, ha koulskoude e vez graet bepred diouzh he c’hoant. En abardaez-mañ he deus c’hoantaet krampouezh amanennet, ha, pa o gwel, e kav re un tañva. Bemdez e vez gwasket he c’halon.

Merzout a reas Rivanon e klaske ar bennhêrez sellout outañ hep gouzout dare dezhañ, evel ma vije lent ha mezhus.

An heol o tiskenn a baras dre ar prenestr hag a sklerijennas he dremm. Sellout a reas hi ouzh an heol a glouare he zal morlivet, hag e voe darbet d’ur mousc’hoarzh skediñ en he daoulagad glas ha leun a hiraezh.

Ar vestrez a oa o tont gant ur grampouezhenn all.

— Bennozh Doue, moereb. O tont eus debriñ e oan.

Hag e chomas dilavar. Goude ur pennad :