Pajenn:Riou - Ar run-heol.djvu/5

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

— Deuit tre, eme an den.

Rivanon a yeas en ti. Ar plac’h yaouank, he fennad-blev kazugel paket e div vailhadenn hag ul lien gwenn en-dro d’he zal, a oa azezet e-tal an oaled hag a domme he zreid ouzh an tan.

— Mari, ha deut eo ar mevel bihan eus ar c’hovel ?

— Ne gredan ket, a respontas ar wreg stouet he fenn a-us d’he filligoù.

— Ne zaleo ket, emichañs. Pa vo deut en-dro, c’hwi a gaso anezhañ da ziskouez hent an Ilvern d’an aotrou-mañ.

Mari a savas he fenn hag a saludas an den.

— Azezit, aotrou, emezi, hag en ur c’hortoz, e tebrot marteze ur grampouezhenn, gant ma kavit mat ar c’hrampouezh aozet war ar maez ?

— Ar c’hrampouezh aozet war ar maez a zo ar re wellañ, moereb.

— N’eus nemet sistr, eme an ozhac’h, ha kalet eo moarvat da staon an hini n’eo ket boazet outañ. Gant ma tiskenno…

Ma tiskenne ?… Ne grede ket an arzour anzav e oa hep tamm abaoe ar beure, chomet ma oa da c’henaouegiñ war an dorgenn… Debriñ a reas a youl vat ar grampouezhenn amanennet servijet dezhañ war ur plad, hag ar sistr a floure en ur ziskenn.

— Gwelout a ran, emezañ, n’eo ket kollet holl c’hizioù mat ar vro, hag e kaver c’hoazh maouezed dispar da vezañ an toaz.

An ozhac’h a azezas ivez ouzh taol dirazañ evit debriñ ur grampouezhenn a-raok mont da voueta e loened.

— O ! emezañ en ur respont, ne vez ket graet mui, en amzer hiziv, kalz krampouezh war ar maez,