Pajenn:Riou - Ar run-heol.djvu/4

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

— Feiz, n’eus hini ebet, va den. Ar foenneg dourennek-se ne ziwan enni nemet broenn hag elestr, hag he geot ne dalvez nag an troc’h, nag an doug. A viskoazh eo bet dizarempred.

Ar respont-se a reas plijadur da Rivanon. Sellout a reas outi ur wech c’hoazh a-raok ober bent gant an den.

Goude ur pennadig bale a-dreuz ar parkeier, e welas Rivanon war laez an dorgenn un ti gwaskedet el liorzhoù. Diouzh ar siminal, kuzhet a-dreñv ar gwez avaloù, e save ar vogedenn, o pignat evel ur seizhenn c’hlas war aour ar c’huzh-heol.

— Da bell ez it ? a c’houlennas ar c’houer.

— D’an Ilvern ez an, ha, ’m eus aon, en em gavan dihentet.

— Hent hir hoc’h eus d’ober c’hoazh. Ma karit, me ’gaso ar mevel bihan d’hoc’h ambrougañ. Setu emaomp digouezhet. Deuit betek an ti hag e tañvaot sistr ar vro.

Rivanon a heulias an den. A-dreuz ar bodennoù kelvez, an heol a sile e sklerijenn velen e skoaselloù an hent ha war man ar riblenn. El liorzh, ar c’hegined a ragache en avalenned, hag ar mouilc’hi kludet e kelenn ar c’hleuzioù, a c’hwitelle diehan en abardaez blot.

E oant tost ouzh an ti pa zilammas ur plac’h yaouank eus al liorzh. He fennad-blev kazugel a oa paket e div vailhadenn war he divskoaz, hag ul lien gwenn a gelc’hie he zal, evel ur gurunenn. Treuziñ a reas an hent en ur redadenn, evel en ur dec’hout en he spont. Hervez ur gweled, e oa dremmet-kaer, hag he c’horf, stardet en he c’houc’heledenn, a oa ivez direbech.

Ne gredas ket Rivanon goulenn un disterañ diwar he fouez.