Pajenn:Riou - Ar run-heol.djvu/2

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

led an draonienn evit selaou mouskan ar wazhig en he lammoùigoù ha sellout ouzh ar balafenned hag an nadozioù-aer o c’hoari er bleunioù o tigeriñ.


Treiñ a reas kein d’an draonienn hag e kendalc’has da dostaat, goustad, ouzh laez uhelañ an dorgenn. Evit arvestiñ an draonienn gwelloc’h, gant ar glizh war ar c’hlazenn ha mousc’hoarzh an heol o parañ enni penn-da-benn.

Tost d’al lein ec’h azezas. C’hoant a savas dezhañ rannañ ur gomz gant unan bennak. En-dro dezhañ ne welas den ebet. Ar golveni, ar boc’hruziged hag ar sidaned a razailhe e strouezh ar c’hleuzioù hag er brouskoad. E-harz e dreid, ar raden tener, nevez savet diouzh an douar skañv, a reutae da wrez an deiz o dantelezhioù kildroet, hag ar gwenan aketus a dremene e-biou dezhañ gant ur sardon skiltr.

Rivanon a selle… Ne wele ha ne gleve. Chom a reas lent e spered en e brederioù, morzet ma oa ennañ e-unan e holl c’hoantoù gourel.


Liver e oa dre vicher, ha brudet e anv e meur a vro. Steuet en doa poltredoù priñsezed ha rouanezed, hag eus ar broioù estren e teue dezhañ ar vrasañ meuleudi. E boltredoù a oa dreist, a bell, da re an arzourien vrudetañ, kement a wirionez ha kement a vuhez virvidik a lakae enno. Hogen, na brad na meuleudi ne gavas degemer e kalon an arzour. Livet en doa, e gwirionez, poltredoù priñsezed en o c’hened ha rouanezed en o gloar… O sellout outo, avat, goude ma oant peurechu, Rivanon en em gave doaniet, rak e daoulagad ar priñsezed e luc’he atav pe ar vrasoni pe an hudurniezh pe an techoù all.