Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Ar run-heol.djvu/1

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR RUN-HEOL


Brumenn wenn ar beure a deuze e goueled an draonienn gant heol mezheven o c’horiñ.

Rivanon, o pignat gant diribin an dorgenn, goustad, evel gwall sammet, a chomas harpet e hanter hent. Teurel a reas ur sell a-dreñv e gein, hag e welas e oa kaer an draonienn gant ar glizh war ar c’hlazenn hag an heol o parañ enni penn-da-benn. Alanat a teas, evel huanadiñ, hag, e-kreiz-holl, en em gavas skuizh. Hogen ne oa ket skuizh e gorf. E galon avat, ne lavaran ket.

Didrouz e oa an draonienn ha ne fiñve enni nemet lufr an heol war ar c’hlazenn c’hleb.

Rivanon a sellas en-dro dezhañ ha ne welas hent-karr e nep lec’h. Hogen ne glaskas ket gouzout ha dont a rae kouerien da zastum eno ar geot hir. Ne soñjas nemet en un dra : an draonienn a oa gwerc’h ha dizarempred.

Arvestiñ an draonienn didrouz ha dizarempred a oa dudi da galon Rivanon. Merzout a reas e oa ar c’hlazenn, e-kreiz an draonienn, drusoc’h eget er gwrimennoù. Eno, e brizheol ar geot hir hag an elestr, e piltrote moarvat ur wazhig, hag he dour, en ur ziskenn, a c’hoarzhe en he lammoùigoù d’ar gleskeri o tihun e freskadurezh ar prad.

C’hoant a zeuas da Rivanon diskenn betek goue-