Pajenn:Riou - Anna Tregidi.djvu/1

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
ANNA TREGIDI


Al laboused a oa aet d’o c’hlud er rozioù hag an eskell-kroc’hen a gammigelle el liorzhoù o teñvalaat. An avel c’hoañv a c’hwezhe en draonienn skarnilet. Kildreiñ a rae en ur voudal e kevioù ar mengleuzioù dilabour, hag, ur wech an amzer, e trouze du-mañ du-hont, e-tal an toulloù, atredoù o tisac’hañ.

Eus an draonienn, an avel a bigne a gaouadoù dre an hent don betek Kerunkun, hag a groze er gwez ivin a waskede war an dorgenn ti Berc’hed Tregidi.

Berc’hed, azezet e-tal an oaled, a oa o tebriñ he c’hoan. Kavout a rae divlaz an avaloù-douar poazhet en dour, hag, etre daou begad, ec’h astenne ’us d’an tan o vervel he daouarn pistiget gant ar gozhni, ha kroget enno ar gurud. Gant ur skirienn e pismige an tan el ludu, ha gant elfennoù o sevel e lugerne war ur biz gwalenn arc’hant an intañvez.

Berc’hed Tregidi a baskas an aval-douar diwezhañ d’he c’hazh louet, a oa o rodal hag o viaoual en he c’hichen, hag a leunias a zour ar gastolodenn gramennet. Ne oa ket en imor da adc’hwezhañ an tan na da skaotañ, en noz-se. Sellout a rae ouzh un etev-tan o vervel hag oc’h adkregiñ tro-ha-tro gant ar c’haouadoù avel o tiskenn dre ar siminal, hag e selaoue. Hogen, ne selaoue ket an avel o yudal er gwez ivin pe o roc’hal er siminal, hag ingal oa dezhi