Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/87

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
86
AN TI SATANAZET

ar Gili, ar Rozivin ha lec’h all, ar merc’hed a oa deut da zegas bara d’ar vourc’h da boazhañ. Ha dre ma trapent an toaz, en ti-forn, e kontent ar c’heloù an eil d’eben.

— « Che paour kaezh ! Karreg-al-Louarn a zo satanazet ! »

— « Satanaz a zo deuet di da chom ? »

— « Ya ! »

— « Ha piv a zo kaoz ? »

— « Ne oar den. »

— « Piv a zo kaoz, ma n’eo ket tud an ti : Mari ha Herri ? »

— « Mari n’eo ket bet mat evit he gwaz, e-keit m’edo war an douar-mañ, ha setu bremañ eo bet degaset Satanaz da bunisañ anezhi. »

— « Mat a zo graet dezhi. »

— « Ur bizhardenn evel hounnezh. »

— « Ha pinvidik, koulskoude, ma ’z eus unan. »

— « Herri, me ’bari, a zo aet gant ar chagrin d’en em zistrujañ. »

— « Ne veze ket roet boued dezhañ da zebriñ, hag ur sac’h goullo ne chom ket en e sav. »

— « Ha gwelloc’h en deus kavet Herri en em veuziñ eget en em stagañ ouzh ar groug : aesoc’h e oa dezhañ… »

— « …Ken sempl ma oa dezhañ ! »

— « Ha sur, morse Herri Karreg-al-Louarn n’en deus debret en e vuhez ur bara ker gwenn hag an hini emaon o trapañ amañ. »

— « O ! Chann ar Runigoù, gwall fier eo deoc’h gant ho para, daoust ma ne deo na