Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/88

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
87
SATANAZET !... AR C’HLENVED DANJERUS !...

gwennoc’h na gwelloc’h eget va hini », eme Gatell ar Vourc’h-kozh.

— « Na gwelloc’h na gwennoc’h ? »

— « Nann ! na ker gwenn na kenkoulz. »

— « Hein ? »

— « Hein ? »

— « Nann ! nann ! Na gwenn na mat. Klevout a rit ? »

— « Ya ! klevout a ran emaoc’h adarre o klask chikanañ, ha n’eo ket Katell, nemet Keben eo hoc’h anv. Mat ! ganin-me an neb a glask a gav. Dal !… »

Ha Katell ar Vourc’h-kozh a stlapas da Chann ar Runigoù, e-kreiz he fas, ur mell pezh tamm toaz flibouz ma strinkas beradennoù e pep tu ha zoken e genou ar merc’hed a c’hoarzhe re d’ar mare.

Ha, neuze, ’vat, e savas cholori en ti-forn.

Gwreg ar baraer a oa en tu all o pouezañ bara gwinizh d’he fratikoù.

— « Pet lur ’po ? »

— « Lakait din ur bara a bemp lur. »

Ha dav ! ar varaerez a bouezas ur bara a zek lur, a droc’has un drailhenn vara evit ober al lañs hag a roas anezhañ d’ar vaouez.

— « Dal ! setu aze pemp lur. Ha c’hwi ? Ur bara a begement ? »

— « Unan a zek. »

— « Dal ! setu amañ unan hag a zo ennañ pouez mat gantañ. »

— « Hennezh a zo ur bara a bemp lur ! Unan a zek a c’houlennan. »