Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/69

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
68
AN TI SATANAZET

— « Da belec’h emaout o vont, Job ? »

— « Da genderc’hel gant an dic’harzh am eus boulc’het dec’h », a respontas eñ.

Kerkent, avat, Job a daolas ur sell war gorre an armel, hag e welas warni e falz ; ar falz villiget, disoñjet gantañ an deiz a-raok. Lugerniñ a rae barvenn ar falz nevez goulazhet, ha Job a soñje :

— « Gant ma n’eo bet gwelet gant den ! »

Allas !

Mamm Job a yeas war-eeun d’an armel, a bignas war ur gador hag a bakas ar falz.

— « Job », emezi, « an dic’harzh n’eo ket, sur, boulc’het start, rak ho falz a oa chomet war gorre an armel. It eta d’ar waremm hiziv ha boulc’hit an dic’harzh evit mat ! Ha, dreist-holl, na lavarit ket gevier d’ho mamm, rak ar mammoù a zo finoc’h c’hoazh eget o bugale, hag, abred pe ziwezhat e teuont atav da c’houzout ar wirionez ! »

Job a stouas e benn, mezhus.

— « Ha n’it ket da sistra ! » a lavaras dezhañ e vamm.

Lavarout a reas dezhañ c’hoazh p’edo Job o vont er-maez gant e falz war e vrec’h :

— « Job, un dra am eus da c’houlenn diganeoc’h, a-raok mont d’ho labour : daoust ha n’hoc’h eus ket klevet un trouz spontus en noz-mañ, war-du Kervetouz, ha, pelloc’h marteze, e Karreg-al-Louarn ? »

— « Nann ’vat, mamm, n’em eus klevet seurt ebet. »