maez. Tud a gomze etrezo. Tud ? Nann, diaouled e oant, kentoc’h. Hag, an eil goude egile, e savent o mouezh hag e krozent hag e yudent. Unan a lavaras, evel ul loen bennak o vlejal :
— « Mari ! Mari ! Mari !… »
Klevit bremañ litanioù an diaoul !
An diaoul kentañ. — « Mari Karreg-al-Louarn, deuet omp da rentañ ur gweled deoc’h. »
An eil diaoul. — « Mari Karreg-al-Louarn, deuet omp da rentañ ur gweled deoc’h. »
An diaoul kentañ. — « Ur gweled gortozet ganeomp abaoe keid-all ! »
An eil diaoul. — « Mari Karreg-al-Louarn, klañv oc’h ha gwall-glañv. An Ankoù en deus skoet dec’h war dor vras an Ifern hag en deus lavaret deomp : E parrez Lotei, war gorre an dorgenn, tost da hent Kastellin, er gêrig anvet Karreg-al-Louarn, ur voereb gozh a zo prest da vervel. Deoc’h e vo, ma karit. Hec’h ene a zo ken du ha ker pounner hag ar seizh pec’hed kapital asambles. »
An diaoul kentañ. — « Mari Karreg-al-Louarn, n’hoc’h eus ket tremenet war an douar ur vuhez direbech. »
An eil diaoul. — « Ho puhez a zo leun a rebechoù. »
An diaoul kentañ. — « Hoc’h ene a zo du evel huzil ar siminal. »
An eil diaoul. — « Hoc’h ael mat a zo tec’het diouzhoc’h. »
An diaoul kentañ. — « An Ankoù a zo e-barzh ho ti. »