dianaoudek eus an holl draoù a oa en-dro dezhi.
Ar sklerijenn a baras un abadennig c’hoazh e-barzh ar gwele, ha goude, e varvas krenn.
An ti a zeuas da vezañ adarre teñval evel a-raok. Ha didrouz e vije bet, panevet e kleved ennañ ar voereb o klemm, an derzhienn-vras warni.
An horolaj a rae tik-tak tik-tak, ingal, ingal. An ti a oa deuet da vezañ adarre ker reizh hag hini ar gristenion all.
Er-maez ne oa trouz den ebet, nag er porzh, nag el liorzh, nag e-tal an ti.
Mari a oa deuet dezhi he santimant en-dro. Sec’hañ a reas he zal. Sellout a reas en-dro dezhi ; ankeniet e oa. Ne welas netra. Neuze e kredas dezhi he doa huñvreet.
Ha, ma kleve un trouz bennak, e oa klemmoù hir an avel e gwez avaloù al liorzh, hag ar gaouenn gant he galvadennoù melkonius e koadoù Troboa.
Trist, trist e oa Karreg-al-Louarn, d’an eur-se,
kredit ac’hanon, ha, ma kouske ar gristenion
eürus ha dianken e Troboa, e Kervetouz, e
Lanurgad, e Penn-Aod hag er c’hêriadennoù
pellañ, ar voereb Vari a oa trist ar jeu ganti,
rak klevet he doa trouz e-toull an nor, pa sonas
an horolaj daouzek taol an hanternoz.