Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/54

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
53
AL LOAR HE SKLERIJENN GAMM

sklerijenn-se o parañ, difiñv, da gentañ, war boltred Herri, hag o tostaat goude ouzh ar gwele, o tostaat outi emichañs.

Ne gomprene ket. Ne c’helle ket kompren.

An Ankoù ? An Anaon ? Sklerijenn gamm al loar ?

Allas !

Karet he dije gouzout e vije bet pe an Ankoù pe an Anaon, pe al loar en ur feson bennak.

Ya ! karet he dije gouzout, gouzout, mes ne ouie netra ebet, netra ; hag ar soñjezonoù spontusañ, terruplañ, strafuilhusañ a rede, a gorolle, a zaoulamme en he spered pennfollet.

C’hoant he doa sevel al liñser ha sellout, ha gouzout betek pelec’h e oa deut ar sklerijenn ; mes ne grede ket sevel al liñser ur meutad nag un hanter meutad, nag un dekved eus ur meutad. Er c’hontrol, en em souchañ a rae, start ha start. Aer a vanke dezhi, ur c’hwezenn gaer a oa warni, termal a rae. Edo o vont da vankout.

Ne oa ket evit chom ken dindan al liñser. Diskoachañ a reas he fenn.

Petra ’welas ?

Ar sklerijenn o tostaat, hag o parañ er gwele, a-dreuz gwerzhidoù an dorioù serret.

Pa baras ar sklerijenn e diabarzh ar gwele-kloz, a-dreuz gwerzhidoù an dorioù serret, neuze e chomas a-sav, hep fiñval an disterañ.

An hini en dije gwelet Mari d’ar mare-se en dije kredet moarvat e oa kollet ganti he holl skiant vat, kollet he zamm buhez. Ker gwenn e oa hag al liñser ma oa kuzhet dindani, ha