Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/17

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
16
AN TI SATANAZET

kouezhet er stêr vras hag a zo beuzet. N’eus netra suroc’h. »

— « Paour kaezh Herri ! » a lavaras ar skluzier. « Eñ eo neuze ar pakad du am eus gwelet bremaik o vont dreist ar skluz ? Bez’ ez eus tud war an douar hag o deus marvioù trist memes tra ! »

— « Ba ! pep hini d’e dro », eme Job.

— « Ganeoc’h, Job, emañ ar furnez an taol-mañ », a lavaras Lukaz. « Da c’hortoz ma vo gouezet pe wir pe faos eo ar c’heloù trist-se, evomp ur chopinad, ha yec’hed d’ar re vev ! »

Job ha Lom a dreuze ar stêr gant ar vag. Lukaz a selle outo, ha souezhet e chome, pa zeue soñj dezhañ eus doare digristen an daou zen yaouank da zegemer ar c’heloù eus marv o eontr, ha ne voe ket bet evit en em virout da lavarout d’e wreg un dra hag a oa anavezet eus Karreg an Tan betek Menez-Hom :

— « Ar re-se a zo daou istrogell. »