Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/16

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
15
DAOU ISTROGELL

ar pemdez ha mezv-dall d’ar sul : hor moereb ne rae nemet gouelañ gantañ. Ne zegase gwenneg ebet d’ar sadorn d’ar gêr, ha koulskoude, bep mintin, evit mont d’ar vengleuz, da Bont-Koblant, e oa dav d’ar boued ha d’ar bara bezañ prest war an daol, pe trouz ha bazhadoù e vije bet. »

— « Kavout a ra din », eme Lukaz, « eo deuet ho teod da vezañ skañvoc’h gant marv hoc’h eontr ? »

— « Ker buan », eme Lom, « koulskoude, dezhañ eo bet ar gwashañ. Mes ar pezh a ouzon, hag un dra hag a ra plijadur din, eo soñjal e tremeno hiviziken hor moereb ur vuhez eürus war an douar. »

— « Feiz ! » eme Lukaz, « kanañ a rit d’hoc’h eontr un interamant a gentañ klas ! Mes arabat eo seniñ ar c’hañv re abred, rak marteze hoc’h eontr a zo yac’h-pesk, ha ker buan e vefe gwelet o tont amañ da c’houlenn diganin ur chopinad sistr. »

— « O ! ne deuio ket », eme Job. « Gouzout a rit, Lukaz, n’eo ket deuet d’ar gêr, abaoe tri devezh ? »

— « Ya, gouzout a ran ».

— « Klevet hoc’h eus, ivez, n’eo ket bet gwelet abaoe, e mengleuz Pont-Koblant ? »

— « Klevet em eus ».

— « Hag eo bet kavet e vazh, e dog hag e votez kleiz war ribl ar stêr vras ? »

— « Ya ».

— « Hag e oa va eontr mezv-dall, an deiz-se ? »

— « Marteze a-walc’h ».

— « Me ’lavar deoc’h un dra : va eontr a zo