a zegouezhe war o lerc’h, ur c’hrap gantañ war e skoaz.
— « Dal ! » emezañ, en ur reiñ ar c’hrap da Job ; « chañs vat deoc’h ho-taou ! »
Job ha Lom en em gave eta war bord ar stêr, kordenn ar vag etre o daouarn. Petra ober gant ar gordenn ha da belec’h mont gant ar vag ? Job ne ouie ket gwall vat, ha Lom ne ouie ket gwelloc’h.
A-benn ar fin, Job a lavaras :
— « N’omp ket evit chom amañ evel daou azen ; ret eo deomp mont war-du ur penn bennak, d’al laez pe d’an traoñ, da labourat start… Soñjit ! Lom… hanter-kant lur eo koustet deomp evit tri devezh, ha n’em eus ket c’hoant da reiñ hanter-kant lur all a-benn fin ar sizhun. Pe, ma rankomp reiñ, c’hwi a vezo deuet ho tro. »
— « Che ! paour kaezh Job, me a zo ken paour !… »
— « Ya ! ya ! paour oc’h, paour evel Job. Mat, me eo Job, an taol-mañ, ha me a zo paour evel Lom. An hanter-kant lur am eus roet da Yann bremaik ne oant ket din, kredit hardi, nemet arc’hant prestet din, netra ken. C’hwi a raio evel em eus graet : c’hwi a bresto. »
— « Mat, me ’bresto… ma kavan d’ober. »
— « Ha bremañ, labouromp, Lom ! Sachit ’ta war ar gordenn. »
— « Da belec’h emaomp o vont ? »
— « D’al laez… d’al laez, betek ar skluz m’eo bet gwelet Herri Karreg-al-Louarn o vont dreist, disul diwezhañ. Ni a grogo eno gant hol labour, ha ni a ziskenno bep un tammig, bep un tammig,