Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/108

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
107
DAOU BESKETAER EUS AN DIBAB

en ur furchal ar stêr. Hep urzh ne reer ket labour vat. »

Ar baotred a lakaas ar gordenn war o skoaz hag int sachañ ha sachañ start, rak ar vag a oa pounner-kenañ. Mont a reas mat an traou e-pad un abadennig. Mes ar vag, e-lec’h pignat reizh penn-da-benn d’ar stêr, a yae, he fri a-raok, da skeiñ ouzh ar ribl. Ha netra d’ober evit lakaat anezhi da sentiñ ouzh ar gordenn, evel m’o doa c’hoant an daou varc’h kolier.

— « Lom, » eme Job, « n’omp ket evit kenderc’hel da vont a-raok, en doare-se, pe ne zegouezhimp ket betek Penn-ar-Pont a-raok ar c’huzh-heol. It e-barzh ar vag, ha me a sacho ! »

— « Ha petra ’rin e-barzh ar vag ? »

— « C’hwi a gemero ar roeñv, ha, gant ar roeñv, c’hwi a viro ouzh ar vag da skeiñ he fri ouzh ar ribl. Kompren a rit ? »

— « Kompren a ran, mes… mont e-barzh ar vag ?… heu !… »

— « Aon hoc’h eus mont e-barzh ? Mar karit ez in, Lom, ha c’hwi a sacho hoc’h-unan, neuze… »

— « O ! nann Job, c’hwi a sacho… »

Ha Lom er vag.

Ha Job o sachañ.

Job a reutae e zivesker, me hel lavar deoc’h ; rak ma oa pounner ar vag da nerzh daou zen, pounneroc’h e oa c’hoazh da nerzh unan hepken, dreist-holl p’en doa lakaet Lom e gorf hir e-barzh.

Mont a reas ar vag pounneroc’h-pounnerañ, pe, da vihanañ Job a grede se. Gwiroc’h e vefe lavarout e oa aet skuizh an tamm anezhañ.