Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/103

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
102
AN TI SATANAZET

— « O ! me a zo bet martolod, e Brest, » emezañ, « ha va micher eno a oa kas an ofiserion eus al lestr d’ar c’hae gant ur vagig heñvel ouzh hoc’h hini. »

— « Mat ! Job, m’oc’h bet martolod, neuze n’em eus mui netra da lavarout. Kemerit va bag evit un nebeut devezhioù mes… — hag aes eo kompren an dra-mañ — n’on ket evit prestañ deoc’h va bag… evit netra. »

Lom en ur glevout se, a daolas ur sell mantrus war e gamalad. Nec’het a-walc’h e oa, rak goullo, goullo e oa e c’hodelloù, ha n’en doa, er gêr, teñzor kuzhet ebet ; dle war ar c’hoch, ne lavaran ket. »

Job, avat, a respontas, evel ma vije bet roue ar Juloded :

— « Ni a baeo ac’hanoc’h. »

— « C’hwi a baeo ac’hanon ?… C’hwi a baeo… a baeo ac’hanon ?… N’eo ket a baeo a fell din, rak me am eus c’hoant da vezañ paeet diouzhtu. »

— « Diouzhtu ? !… »

— « Ya, diouzhtudiouzhtu… »

— « O ! kement-se, Yann ? »

— « N’eus kement-se ebet, Job, nemet jentil on kement-se, pa brestan deoc’h va bag… »

— « Ya ! gouzout a reomp, Yann ; gouzout a reomp, rak ni a zo bet mignoned a viskoazh… Evit pegement eta e prestit deomp ho pag ? »

— « Hanter kant lur evit tri devezh, hag an arc’hant war an daol a-raok mont kuit eus an ti. »

— « Hein ?… »