Pa voent erru, mestr an ti a c’houlennas diganto.
— « Hag a nevez, paotred, e Lotei ? »
— « Penaos, Yann », eme Job ; rak Lom a gare gwelloc’h chom genoù prennet, « n’ouzoc’h ket petra ’zo c’hoarvezet e Karreg-al-Louarn ? »
— « Eo, gouzout mat a ran. »
— « Gouzout a rit ivez eo Herri hon eontr, beuzet, siwazh ! — Doue r’e bardono ! — Un dever eo klask korf un den beuzet evit douarañ anezhañ e bered ar gristenion. Rak, e-keit ha ma chomo korf hon eontr e-barzh ar stêr, e chomo ivez satanazet e di e Karreg-al-Louarn. Ene Herri a zo o c’houlenn repoz. »
— « Ya ! ya ! kompren mat a ran ; mes goude an dra-se ? »
— « Goude an dra-se, Yann, e c’houlennimp diganeoc’h prestañ deomp ar vag. »
— « Bag an treizh ? »
— « Ya. »
— « Hag an dud o do c’hoant da dreizhañ ? »
— « Heu !… heu !… »
— « …A chomo gant o c’hoant, Job ? »
— « Ne chomint ket, Yann. Uheloc’h, du-se e kavint bag ar Genkiz. »
— « Ya ! ya ! kompren a ran… kompren a ran… Prestañ deoc’h va bag ?… Hem !… hem !… »
« Mes… mes… daoust ha gouzout a rit derc’hel zoken ur roeñv en dour ?… »
Lom a oa vont da respont : nann. Job, avat, a respontas : ya, war an taol.