Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/66

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 62 )


Hac a voa joaus ha contant,
Dizourci a bep nec’hamant,
Na ne voaint james avius,
Disqarg demeus an traou fachus ;
A aille ober farceres,
Divertissamant alies
Gant ar jeuio hac ar c’haujo,
Cana ha conta historio ;
Bremàn, pa zeint pinvidiqet,
E qivi anê chagrinet,
Leun a sourcio ha dies,
Ar rejouissanç êd e mæs ;
En eur gir ho speret carget
A bep sort trubuillo paqet.


————


FABL 50.


Ar Bley hac ar Chasseer.


Eur bley dirac eur chasseer
A voa scuiset o redec caër.
Eur bucher-coat a rancontras
Ha diontàn e c’houlennas :
Pe lec’h, ma mignon, e coachin ?
Ar bucher a zisquel an ty.
Ar bley ennàn a antreas ;
Er c’hoign a goste e coachas.
Guelet a ra ar chasseer
O c’houlen digant ar bucher