Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/65

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 61 )


E dristidiges ya en joa,
Hac e lavaras er gis-ma :
Ar rezin-ze mad n’en dreint qet,
Rac beza e zeint c’hoas re egr.

Sans moral.


An den a seblant ne gar qet
Ar pez ne ell sur da gavet.


————


FABL 49.


Al Louarn hac ar Mart.


Eul louarn gant naon castiet
Dre eur faout e voa antreet
En eur vessel leun a fourmach ;
Enni manific e predas.
Neuse e teuas da sonjal
En p’en gis galloud sortial.
En em forci avoalc’h a rê ;
E goff re vras en ampeche.
Ar mart en guel a ziabell
Eus en em efforci cruël,
Hac a ro deàn avis-all,
Mar en devoa c’hoant sortial
Ma tistroje gollonteret,
Treut evel ma voa antreet.

Sans moral.


Cals o c’heuz guelet dre ar vro,
Pa n’ho devoa qet a vado,

4