( 47 )
Seblanti o deus amitie ;
Ha rac ze divoallet raë.
|
————
FABL 37.
Al Loenet hac al Lapoucet.
Al lapoucet voa en combat
Deus al loenet a bevar zroad.
Esper hac aon a voa ive
Deus an eil tu hac egile,
Ma tilez al logoden-dall
Oll gompagnunes ar re-all ;
Ma voa neuse en em roët
A galon d’an inimiet.
Beo e chomas al lapoucet
Dre ar gundu vad eus an egl,
Hac an treitour logoden-dall
A voe condaonet prest gant mal
Ne retornje biqen gante
Na ne niche james en de.
Cetu ar rezon vad penaus
Ne nich james nemet en nos.
Sans moral.
Nep piou bennac ne qet contant
Da zicour en diezamant
Ne verit qet participa
Na caout loden ebet er joa.
|