Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/49

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 45 )


Ma en em c’hoez a neve flam.
Ar mab a grias : ô ! ma mam,
Hac e creufac’h var ar blassen,
N’efet james dreist an ijen.
Qement neuse en em c’hoesas,
Ha zouden eno e creuvas.

Sans moral.


Darn eus an dud so caër ha coant
A darn-all a so puissant ;
Dam ho deus sqient ha furnes,
Darn-all ho deus pinvidiges.
Pep-hini ac’hanomp a gle
Contanti deus e galite.
Da gompagnon so caër formet
Ha te a so pur a speret,
Ha dre ze bezomp courajus
Hep beza james avius,
Rac caliteo mad ar bed
Ne vent oll da unan roët.


————


FABL 36.


Ar Marc’h hac al Leön.


Eul leon a yez buan avoalc’h
Evit esse dibri eur marc’h ;
Mæs deus e ners disezisset,
Gant ar gosni e voa fallêd.
Ma gommanç sonjal ar voyen
Penaus e c’halje dont aben :

3*