Al louarn a vlam aigramant
D’en bea tromplet, ar mechant.
Gant eun dousder a cals a c’hraç
Al louarn dezàn a laras :
O ! paour zot p’hini a zonje
E voa dign da veza roue,
Hac en em brepare gant mal
Da zont da c’houarn ar re-all ;
Ha ne elles qet gant da boan
En em c’houarn mad da-unan.
Sans moral.
Neb en deve antreprenet,
Gant ho zotis ne ellont qet
Dont aben deus an treo-ze
Re huel eus ho c’halite,
A gue certenamant dies
D’an oll dud evit farceres.
————
FABL 35.
Ar Glesqer hac an Ijen.
Eur glesqer a laca e fenn
Bea qen teo hac an ijen ;
Ma commanças d’en em c’hoëzi,
Hac e mab lavaret dezi :
Lest ho c’hantrepris direzon ;
N’en deus qet a gomparezon
Entre’r glesqer hac an ijen :
Eur zotis eo dec’h e gompren.