Perac, emei, e spontomp-nìn ?
Hep reson ê demp trubully.
Gleed eo demp qemer courach
Rac hor c’horfo so ajil bras ;
Mæs ar pez hon gra direson
Eo n’hon deveus qet a galon.
An tourbillon-ze hon sponta !
Ne gleomp memeus e gonta.
Sans moral.
Qement a aru a zisc’hraç
Eo gleet demp qemer courach,
Rac ar gonfianç vad a so
Rouanes d’an oll vertuio.
————
FABL 26.
Ar C’haor hac ar Bley.
Eur c’haor arauc ma partias
D’e hini bian a laras :
Ne zigoret da zen ebet
Qen a vezin-mèn distroët.
Ar bley en devoa ententet
Ar gourc’hemen e devoa gred,
Ma en em laca en tenor
Evit dont da c’houlen digor.
Pa voa en qichen a-ziavez
E commanças da chanch e voez,
Ha neuse en deus commandet
Ma vije deàn digoret.