Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/37

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 33 )


Paneverd ma zout eun ingrat
E teuyez sur a galon vad
A vouir volonte d’am c’haret
D’ar servich vad am eus rentet.

Sans moral.


Eur blijadur, pa ve tremenet,
Facil a ve ancounheet.
Eun dra mezus da laret ê ;
Mæs mar leromp ar voirione,
Communamant e c’histimer
An amitie pa brofiter :
Pa ve ar profit finisset
An amitie so partiet.


————


FABL 25.


Ar Gedon spontet ep sujet.


Ar forest scoët gant avel
A eclatte a ziabell,
Hac a re eun drous, qen pounner
Ne voa qet custum da ober.
Ar gedon tout a gommansas
Da redec gant eur spouroun vras.
Pa voaint evel-ze o qerzet,
Gant eur mart e voent ampechet ;
Ma voaint chomet enno neuse
En danjerio a bep coste.
Unan venerabl deus ho zoez,
Leun a eloqanç ha furnes :