Ravissa, dispign ha dibri :
Pa dape ne vanne hini.
Neuse e teuas ar c’houlmet
Da gemeret cunz ha regret.
Ar brezel a voa guel demp-nín
Evit n’en dê an tiranni ;
Cobatti ’r milan a galon
Evit esclavach ar falcon.
————
FABL 21.
Al Laër hac ar C’hy.
Eul laër d’ar c’hy roë bara
O sonjal e tavje ontàn.
Ar c’hy a lavaras : nebon,
Mèn a anve da dromplezon :
Eun tam bara, emeout, dal,
Evit ma tavin a arzal ;
Mæs n’em eus netra da ober
Gant da zonezono dister.
Var digare bara d’ar c'hy
Te laëro qement so en ty.
Sans moral.
Ne zouget qet a fe ato
Da gojou coant na da offro :
Cals a roïo dec’h eur spillen
Evit filoudi eun yjen.