Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/32

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 28 )


Bremàn eo red bea contant
Deus ar rigourus ha tirant.

Sans moral.


Eur memeus fesson evel-ze
A aru gant ar bobl ive ;
Rac demeus an amzer brezant
E vemp alies droug-contant.
Qen calet evel an ouarn
E qevomp an nep a c’houarn,
Hac an hini deu en e blaz
N’en deve qet cals guelloc’h graç.


————


FABL 20.


Ar C’houlmet hac ar Falcon.


En amzer a so tremenet,
O devoa bed ar pichonet
Brezel a enep ar milan,
Hac a re deze cals a boan.
Da zont d’en em venji a ze
E choasjont ar falcon roue.
Emàn evel ma voe choaset
Hac e benn dezàn curunet,
Ne gemeras qet guelloc’h plan
Evit n’en devoa ar milan,
Na ne voa qet evel roue,
Evel tirant a c’houerne.