Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/125

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 121 )


D’egile, e vije doublet
Ar pez en dije goulennet.
An avar pell a isitas ;
Mæs a la fin e commanças,
Abalamour ne grede qet
Vije avoalc’h dezàn roët.
Meur a dra neuse a c’houllas,
Egile doubl a recevas ;
Hac an avius devennat
Ma teniet dezàn eul lagat,
O c’hesperout dre gement ze
Lacât tenna daou egile.

Sans moral.


Cetu aze eur poltret mad
Deus a zaou viç insuportabl
Aze comprenet assambles,
Rac bea e vent alies ;
E varchont ho daou evel-ze
Compagnon an eil d’egile.
Dies eo caret ar voyen
Hep caout avi eus ho ferc’hen.


————


FABL 102.


Ar Bugel hac ar Laër


Eur bugel a voele dourec
En qichen eur punç azeet.
Eul laer enno a arruas,
Diontàn’r sujet a c’houllas.