Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ricou - Fablou Esop, 1828.djvu/124

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 120 )


Ma mignon, dezàn a laras,
Mèn n’en don qet a avis c’hoas
E ve deus ma dorn achapet
Eur prey hac a ve assuret,
N’en deus fors pegen bian ve
Na pegen neubeut a dalfe :
Goud a oun bremàn petra so
Mæs ne oun qet petra’m bezo.

Sans moral.


Guelloc’h eo ar pez a ve sur
Evit an treo diassur :
Guelloc’h eo ar presant bepret
Evit an treo da zonet.
Eur profit bian ell digas
Eur vech bennac eur profit bras.


————


FABL 101.


An Den avaritius hac an Den avius.


Jupiter voe importunet
Gant daou zen voa estranch meurbet.
Unan ane voa avius
Egile avaritius.
Ma cassas deze Apollon
Da exaussi ho orezon,
Hac e roïe d’ê pen-da-ben
Ar pez a garjent da c’houlen,
Gant condition cousgoude
An hini n’ê a c’houlenje