Neuse, hep nemeur a langach
E voe commancet ar partach.
Pa voa gred ar portiono
Herve ar c’honditiono,
Al löen, evel an nobpla,
A deu da gemer da genta.
Neuse e rez eur yudaden
Hac e lavaras evellen :
Homàn, emezàn, a so dìn
Hac hounes ive ma hini,
Dre ma zon an excellanta
Hac ive ar puissanta,
Hac eben ive am bezo :
Gred em eus muya d’ar c’haro.
Sans moral.
Mar consorties gant re vras
E zout certen da vea voaz :
Er profit al loden vian
Hac an hini vrassa er boan ;
Mæs gant ar re so evel-dout
Eur memeus droet o pezo tout.
————
FABL 7.
Ar Bley hac ar Gru.
Ar bley, o tibri un dànvad,
A gave e voa diliqat,
Ha gant an hast d’e zibri tout