E speret o tont a darre,
Hac e lavare dre e c’hars :
Emàn a so bed eun tol scarz.
O ! ma carjen bea bed fur
Da zerc’hel ar pez am boa sur,
E voa chomet guenèn eun dra,
Ha bremàn ne voelan netra.
Bed ezon meurbet diavis
Hac em eus gred eur guel zotis.
Sans moral.
Ar sans guirion demeus ar fabl
A ro demp avis profitabl
Da veza ha sobr ha prudant,
Ha da lacât hor santimant
Da ober solid reglenno
Evit brida hon dezirio ;
Ne golfemp ar pez a so zur
O clascq treo en avantur.
————
FABL 6.
Al Leön ha Loenet-all
Al leön, an dànvad ha re-all
A eure eun accord guech-all
Qement a dapient er chasse
A vije commun entreze.
Pa voaint o vale dre ar vro
Hac int o tapout eur c’haro :