O clascq farsal e gompagnon,
A c’houlenne en pe fesson
Na petra an ours a lare
D’e scouarn, pa guzuillicqe.
P’en deus an ours ma c’honseillet,
Evellen en deus lavaret :
En ent n’en dy biqen james
Gant eur mignon evel ennez.
Sans moral.
Ar fe, an adversiteo,
An danjer hac ar pirillo
A zisqueo hep mancq ebet
Pere eo ar guir vignonet.
————
FABL 93.
An daou Bod.
Daou bod (ouarn unan anê
Deus a bry e voa egile),
Var vord eur rinvier voaint lezet
Ha gant an dour e voaint roulet.
Ar pod pry en devoa morc’het
Hac aon bras ne vije torret.
Ne gemer aon rac qement-ze,
A laras dezàn egile,
Rac certen mèn a ampecho
Eus an dra-ze na c’hoarveo.
Ar pod pry en deus respontet :
Qement-ze so mad lavaret,