Mont d’an endalc’had

Pajenn:Reflexionou christen var ar vesventi, 1853.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

An aneval ar muya gourmand ne zébr na ne ev nemet ar pez en deus ezom : pa ve countantet e naoun, ne glasq qet davantach, hac an taoliou ar re rusta memes n’er lacafent qet da eva muyoc’h eguet n’en deus ezom. Mes ar Mesvier ne ell james terri e zec’het : seulvui ec’h ev, seulvui e fell dezàn eva, hac epad ma c’hell lavarat eur gomz, eo evit goulen da eva, peguement benac ma en deus pell zo evet re.

Ar pez a zisting an den diouz an aneval eo ar rêson ; mes mar deu an den dre ar Vesventi da goll ar rêson, e coll dre ze ar pez a zisting anezàn diouz au anevalet all, ha n’en deus mui netra pehini el lacafe huelloc’h egueto.

Amâ ec’h elfemp ober ar reflexion-mâ, penaos, da viana, an anevalet a zo mad da eun dra benac, darn da zouguen samou, darn da labourat an douar, etc. ; mes ar Mesvier, da betra ef-én mad ? da eva, da eva, ha da netra qen.

An dud-se pere n’en dint occupet nemet da veuzi o rêson er güin, d’en em zigradi, d’en em renta hevel ouz an anevalet dre o c’hundu disprijabl hac ifam, ha beva a reont-i ? Nan, nan ; ar seurt tud-se ne vevont qet, pa eo güir ne reont usach ebet eus o rêson. O buez a zo eur c’housq, pe, evit lavarat güell, eur maro, pa eo güir e zint maro evit ar rêzon hac evit ar graç.

An Tadou Santel o deus parlantet er memes fêçon, ha dibaut a vech e comzont eus ar Vesventi hep lavarat eo ar Mesvier hevel ouz eun aneval. Sant Basil el lavar expressamant : « An temperanç eo a ra an dud ; ar Vesventi a chench an dud en anevalet. » Ar Vesventi a uz an den, a zivoëd e benn, a ra dezàn coll ar memor, ar rêson, ar speret ; chetu perac e veler Mesverien côs pere ne ellont qet memes eva ur verennad güin hep coll ar rêson, ha pere a zo atao evel tud sot, diot, incapapl da c’houarn o zieguez, da regli o aferiou, ha d’en em gundui o-unan ; hac eus ar seurt tud-se e lavarer : Chetu aze eun den uzet ha rentet sot dre ar boesson.

VI°
Effejou ar Vesventi evit ar yec’het.

Selaouit penaos e parlant ar Speret-Santel var ar sujet-mâ : « An den reglet mad en em gontant gant nebeut a vin. Mac’h