evit nebeut e cousqot tranqil hac bep poan : an hini a ev re ne cousq qet hac a zoufr poan en e entraillou. An hini a zêbr nebeut a gousco yac’h ; repos a raï betec ar mintin, hac e ene a vezo en peoc’h. » Doue a zo admirabl er fêçon ma en deus disposet pep tra en urz eus an natur. Peguement benac ma o deus an dud troublet an urz naturel-ze, Doue a zalc’h cuzet ennàn instructionou secret pere hor c’hundu d’ar c’hraç. Fellout a ra da Zoue e teufe ar rêson da gundui ha da regli ar sqianchou naturel, hac an den, er c’hontrol, a fell dezàn e teufe ar sqianchou naturel da gomandi d’ar rêson ha da guemeret o flijadur : ac’hano e teu ar gourmandis evit an debri hac an eva, hac ar Vesventi, dishenor an natur humen. Mes Doue, eme Sant Augustin, a laca urz en dizurziou-ze memes : ar boan a heuill ar blijadur, hac ar c’hrim a zo eur bourreo evit an den coupapl : an den a ra re en deiz, a goll ar repos en nôs ; ar c'horf maguet gant re a zelicatiri a zoufr clénvejou poanius ha mezus bras ; hac alies eur vuez tremenet en debauch hac el libertinach, a échu dre eur languis impossubl da barea, pe dre ar maro en creiz an nerz. An den moderet, er c’hontrol, eme ar Furnes, a gousq tranqil hac en deus eur yec’het parfet. Evelse an den a anavez dre experianç penaos ar blijadur güirion, pehini ne lès remors ebet var e lerc’h, eo disprijout ar blijadureziou.
Ne dê qet necesser en em arrêti amàn da brouvi eun dra qer sclêr dreizi e-unan, anavezet gant an oll, ha desqet bemdez gant an experianç. Eur Mesvier n’en deus sourci ebet eus e aferiou ; e barqeyer ne maïnt qet e stat-vad ; e labouriou, e c'hounideguez a zo great re zivezat, great fall ; e zouar a brodu nebeut ; e zomestiqet o velet ne mà qet ganto ar mestr evit o c’hundui, n’en em lazont qet o labourat. Considerit c’hoas penaos e teu ar Mesvier d'en em revina : ma en deus eur parc benac, e verz anezo tam-ha-tam ; goude beza evet talvoudeguez e zouarou, e verz leve e vreg, hac eus a broprietour e teu da veza fermour… fermour, ne baë qet e Vouel-Mikeal ; berna a ra dle var dle ; ne ell mui paëa ; e