Pajenn:RBV 1867-1 p221-226.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ar falc’herien, er prajou, a ra ervennou foen,
Hag a denn euz he voutek dalc’h-mad ho higolen ;
Trouz ar mean war ann diren gand ann ekleo a red,
Ha lagad lemm ann Aotrou a zo zeder meurbed.
 
Goude, gant peb a rastel, ha gant peb a forc’h koad,
Paotred ha merc’hed az a da drei ar foen d’ar prad ;
Ar c’halounou zo laouen, hag ar c’horfou mibin,
N’euz ket vel ar iaouankiz evit beza lirzin.
 
Hag ar foen seac’h ha bernied, e teu ar mevel braz
Gand eur c’hastel-kar-eost, tri pe bevar marc’h glaz ;
Ar c’hrizillounou a drouz hag ar skourjez a stlak,
Setu gread ar garg er prad, kempen, huel, distak.
 
Er vereuri eur mevel hag ar vugaligou,
Da zigemeroud ar foen az a er zolierou ;
Gant lampou choug-a-bennik, mil ha mil c’hoarzaden,
E poanier, war ar geod seac’h, kalouneg ha laouen.