Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/245

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
233
gwerz et sonn
JULUANIK



Juluanig ann den vaillant,
Ann hini a oa puisant,
Savez eunn dewez beure mad
’Wit mond da chaseal d’ar c’hoat.

Ebarz ar c’hoat pa e n’ ariet,
Eur c’harwik rous ’n deuz rankontret
Eur c’harwik tous ’n deuz rankontret,
Endro d’ar c’hoat ’n euz hen heuliet :

— Ewit petra em c’heuliez-te,
’Med ewid en kavout ma bue ?
’Ma lezez gan-in ma bue,
Me’laro d’id ar wirione.