Plac’hig euz ann Douar-Newe
Ladira la la la la la
Plac’hig euz ann Douar-Newe,
Hag en e brao bean aze ?
— Braoig[2] awalc’h en em gavfenn
Ladira…
Braoig awalc’h en em gavfenn,
M’vije gan-in ’nn hini garjenn.
’Man hoc’h hini war ann dachen.
Taped ho tornik war he benn.
— ’Man ket ma hini ’barz ar vro,
Gant sort azo me dremeno.