Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
178
chansons et danses des bretons
SON ANN DOGANED



Kenta biskoaz c’hiz da dogan.
Kamaraded, ma mignoned,
Kenta biskoaz c’hiz da dogan
Me n’am a ket a vara d’am c’hoan.

Ha breman ’m euz ha rous ha gwenn,
Hag eunn ankane d’am dougen ;

Hag eur wreg koant am euz ie
Hag a c’hone d’in eur skoed bemde ;

Ha tri a c’hone d’in d’ar sul :
Naou skoed ac’h int tro-pad ar sun.

Tri-c’houec’h dogan ha tri-ugent
E zo ’n em rancontret ’n eur c’harden ;

Ha ma lare ann eil d’egile :
— Te ’zo dogan kenkoulz ha me. —