Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
167
gwerz et sonn



Erru e Iouen
Gand he femelen,
Jaketa,
Bronduet gat taolion dorn,
Peur dizantet, kasi born ;
Erru e Iouen...

Ho daou ’maint er fos
Betek fin ann noz,
Jaketa,
Kuit da uza tan, goulou,
Ha da saotri liseriou ;
Ha daou ’maint er fos...

Pa kler ar c’horn-bout
O voudel d’ar iout,
Jaketa,
Anter maro gad ann naon
E kers evel d’eunn anaon
Pa kler ar c’horn-bout...

Ar iout zo chomet
A vo astomet,
Jaketa,
Ha pasket gant glaour ha kranch
D’ar paotr bihan leun he vanch ;
Ar iout zo chomet...



Chantée au diner celtique de Paris, par M. Caurant.