Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
160
chansons et danses des bretons
SON AR PILLAOUER



Va zad en deuz va demezet
Da eur flaeriuz pillaouer ;
E Lokefret ez eo ganet
E komanant Toul-al-Laer.

Diskan. — Foue, foue, foue d’am zammig aotrou
Gand he stoup hag he billaou !

Ann devez warlerc’h he eured
E oa foar e Landerne :
Va Iannig evel ennn durzunel
A sav pront euz he wele.

A vec’h e ve ’nn anter-noz anter
Ma tan dija he gorn-butun ;
Diskrouga ra he grog-poezer :
Setu hen war hent Sizun.