Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/170

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
158
chansons et danses des bretons
MADELENIK



Deit-hu gen-aon, Madelenik,
C’hemp hon daou da droc’hon segal ?
— Ho ! fe ! graon ; ho ! fe ! na naon :
Rak troc’hon rin ma gar.

— Deit-hu gen-aon, Madelenik,
C’hemp hon daou da droc’hon guiniz ?
— Ho ! fe ! graon ; ho ! fe ! na naon :
Rak troc’hon rin ma biz.

— Deit-hu gen-aon, Madelenik,
C’hemp hon daou da droc’hon kerc’h ?
— Ho ! fe ! graon ; ho ! fe ! na naon :
Rak chom a rin varlerc’h.

— Deit-hu gen-aon, Madelenik,
C’hemp hon daou da droc’hon guiniz-du ?
— Ho ! fe ! graon ; ho ! fe ! na naon :
Rak na n’onn ket ann tu.