Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/163

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
151
gwerz et sonn
ANN DURZUNEL



Kalz a amzer ’m euz kollet o furchal ar c’hoajo,
O klask surpren eunn durzunel kousket war ar branko ;

Dewet am euz ma amors, et e ma zenn da fal :
Achapet ann durzunel ha ninjet ’n eur c’hoad all.

Bis.

Deuz ann noz ha d’ar beure o klewet lapoused
O kanan, o fredonin, da veg ar gwe pignet,
N’an euz hini anez-ho hag a bik ma c’halon
Evel mouez ann durzunel o oelan d’he mignon :

— N’euz na souten, na remet, na konsolasion
Ve kab da dond da galmin tourmancho ma c’halon ;
Fraillet on gand ar glac’har, mond a ran da verwel :
Met na varwin ket kontant, ma na varvan fidel.

Ma c’halon zo ’tizec’hin fraillet gand ar glac’har,
Evel d’eunn intanvez paour kollet ganti-hi he far. —
N’an euz hini anez-ho hag a bik ma c’halon
Evel mouez ann durzunel o oelan d’he mignon.