Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/160

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
148
CHANSONS ET DANSES DES BRETONS


— Debonjour d’ec’h, Bonomik,
Bonjour d’ec’h a laran, — breman
Bonjour d’ec’h a laran ;
Konje ho merc’h Janedik
Digan ec’h a c’houlennan, — breman
Konje ho merc’h Janedik
Da zemezi ’r bloa-man.

— Eleal, ma merc’h Janed
Na zemezo ket c’hoaz, — evit c’hoaz
Na zemezo kel c’hoaz ;
Chom a rei ’n daou pe dri bloaz
Da roul’ ann ebat c’hoaz, — evit c’hoaz...

— Bez’ o po keun, Bonomik,
Beza ma refuzet, — me a gred
Beza ma refuzet,
C’houi deuio d’he ofr d’in-me,
Ha n’he c’hemerin kel, — me a gred...

— Taped ho sac’h, kloaregik,
Lakid han var ho skoa, — ia da
Lakid han var ho skoa :
Koulz eo d’ec’h hen kaout breman
Evel hen kaout da vloa, — ia da... —