Mont d’an endalc’had

Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/151

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
139
GWERZ ET SONN


Ar filout-man oa ’n he wele, a grie bopred :
— Penoz ec’h in-me d’am c’hartier ? Me zo rouinet.

Ha chilaoued eta, hostiz, ’barz en berr langach :
Ma na rentez d’in ma brago, me rai d’id domach.

Rag ’wit me a gavo testo, pa vankfe kant d’in,
Da laret oann ket divrago oann deut d’ho ti :

Rak me a zo eunn den onest, mar zo em c’hontre.
C’houlennan ket ober d’ac’h koll, pell deuz ac’hane.

Rented d’in eur brago mezer ha tregont pistol :
Pa mo pardonet eunn hanter, na golin ket oll. —

Ann hostiz hag ann hostizez deuz a galon vad
A ro d’ehan tregont pistol ebarz ’n eur ialc’had ;

A ro d’ehan tregont pistol, brago mezer zaoz ;
Neuze oa kontant ar filout, pa oa mad he goz.