Ma savaz glao hag awel, siouaz ! eur goall dourmant,
Ma deuz renket perisan efin ho batimant.
Pipi ar Bouder a lere, eunn den a gourach vad
Pini savaz benn ter gwech ter gwech war bord he vag,
Pini save ben ter gwech ter gwech war bord ann dour
O c’houlen ar Werc’hez Vari mamm Jezuz d’hen sikour.
Ha kriz vije ar galon ha kriz neb na oelje
En bord ann enezen Goad, ann hini a vije
O welet pewar gorf maro manet en est-al-lin [1]
O c’hortoz koat pe lien ewid ho lienin.
Eur c’hanod deuz a Vriet o tistrei da Bontre
’N euz anonset ar c’helo an de deuz ar beure,
An euz laret d’ar Bouc’her a oa beuet he vag
Ha fraillet dre ann anter e bord ann enez Koat :