Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
chansons et danses des bretons



Laret a zo d’ac’h dond en traou
Da laret ouz ma mestr eur gir pe daou.

Kar eman du-hont ’barz ar gigin
Hag hen ken glaz hag eur glizinn ;

’Man en eur goleur ar vrasan :
Lac’han ho tad a fell d’ehan. —

Ar bennherez pa ’n euz klevet,
’Traou gand ar vins e diskennet.

— Salud d’ac’h, otro Koadane :
Pelec’h e manet ma c’harante ?

— Et e, ’me-han, da Sant-Briek
Da gerc’het eur gazill silaouret ;
Disul laro he ofern-bred,

Disul laro he ofern gentan :
On deut d’ho pedin d’he achistan. —

Ar bennherez a lavare
D’he fotr-marchosi hag a-neuze :