Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78


XIV


Ha pa dal delliou melen ’ve,
O roi ho flas dvar re neve,


XV


Tud iaouank, abars dimezi
Klozit eul liorz e tal ho ti.


XVI


C’houi ’ lakai e’n han, bep eil tro,
Goude ’n eured dri bod c’huero.


XVII


Bod nec’h a ziou, bod klemm a gleiz,
Ha bod rann-galon e’n ho c’hreiz,


XVIII


Tro var dro greun pasianted
Ha mont aliez d’ho gueled.


XIX


D’ho doura mad dour ne vanko
Eus ho taoulagad e kuezo.


XX


Chetu ma zôn, brema ma zud,
Hervez ho c’hoant choasit ho klud.