Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77


VII


Netra, nemet hervez ma c’hoant,
Ruilla ’r voul ha dispign arc’hant.


VIII


C’hoari gant ma daou zorn ho daou
Ha torri kraon e’r pardoniaou,


IX


Mez siouas ! goude labourad
Me ro ma joug da gant bazad !


X


Red mad d’heon gober goassoc’h c’hoaz,
Pilad al lann gant ma zreid noaz,


XI


Tud iaouank paour, pa zimezet
C’houi na zounjit ket petra ’ ret.


XII


Ha mont da gredi, ne ra de,
Na gouez an aour a vegou ’r goue,


XIII


Na gouez an aour a vegou ’r goue !
Ha pa dal delliou melen ’ ve.