Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62


IV


An heol kosteziet, var an dachen
A ioa tostik-tost da guzet.
Ar Brigadier, divar e dorchen,
A dol eur zel var bolz ar bed :
« Guel, emezhan, du-hont, pa zeller
» An oab, alaouret ker braoik !
— Brigadier, a respont Lez-Ober,
Brigadier, c’houi gomz magnifik.


V


« Ar brud mad a zo eur gurunen,
» Blansonet gant mirt ha lore.
» Me ’ reaz al lez me ’ zougas sabren,
» Pried oun, brigadier ive,
» Hag evel Jason me a gemer
» An dro da sevel buelloc’hik.
— Brigadier, a respont Lez-Ober,
Brigadier, c’houi gomz magnifik.


VI


Neuze ’ choumont ho daou da zonjal,
Ne glever, hed ar venojen,
Nemet ar c’hezeg o trotal…
Ar Brigadier ne gomze ken.
Mez pa c’houlaou an deis e klever
Klemmaden eun huanadik.
— Brigadier, ’zaosmeg Lez-Ober,
Brigadier, c’houi gomz magnifik.