Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61


I


Daou archer var bep a varc’h dibred
A gerze gant ar venojen ;
Unan a zoug manchou arc’hantet
Eun all eur gouris ler melen.
Sada ma lavar ar Brigadier :
« Savet an amzer, eun tammik.
— Brigadier, a respout Lez-Ober :
Brigadier, c’houi gomz magnifik.


II


« E m’ iaouankis, me a m’euz sounj mad
» (Ne zistro mui ar pes zo bet !)
» E m’ boa eur vestrezik deread,
» Leun a zellid, leun a c’hened ;
» Kaloun an den var a lavarer
» A gar chench klud aliezik.
— Brigadier, a respont Lez-Ober,
Brigadier, c’houi gomz magnifik.


III


» Eur vicher eo eus an diesa,
» Diwall ervad tra pephini ;
» Pellad divar dro mad an nesa
» Fallagriez ha laerounsi.
» Ha goulskoude, va gregig dener
» A gousk e m’ zi e unanik.
— Brigadier, a respont Lez-Ober.
Brigadier, c’houi gomz magnifik.